Posted in News, Raktresoù

Crêpe de Trop

[BR] Ma n’ho ‘p eus ket c’hoazh gwelet “La Crêpe de Trop”, poent eo c’hoazh en ober ! Marse ho peus bet tro da glevout ‘nezhi war Hit West, France Bleu Breizh Izel pe Radio Bro Gwened hag a zo bet plijet gant ar raktres war a seblañt !

[FR] Si vous ne l’avez pas encore entendue sur Hit West, France Bleu ou RBG, voici la “Crêpe de Trop”, parodie bretonne de la “Fête de Trop” d’Eddy de Pretto. En français, et en brezhoneg evel-just !

Posted in News

Un café vous aurez ?

[BR] ‘M emaoc’h bet plijet gant ar bruderezh “Zovaaaach” e vec’h plijet ivez gant hennezh sur walc’h !

[FR] Si vous avez aimé la pub “Zovaaaach”, vous aimerez sûrement celle-ci !

Lapoused

Avel skañv ha sklas àr un dro
Livioù sklaer ar gouiañv endro
Kan al lapous freskig en aer
Ankoueet on eus trouz ar gêr

Kanit c’hoazh lapoused
Karit er vro-mañ er vro all
Kanit c’hoazh lapoused
Keit ma vo brañkoù e’it kanal

Da stammenn c’hlann ha da vousc’hoarzh
En da vlev hir an heol a darzh
Hag àr brañkoù noazh ar wezenn
E klever kaniñ ar sonenn :

Kanit c’hoazh lapoused
Karit er vro-mañ er vro all
Kanit c’hoazh lapoused
E-giz bremañ, e-giz gwechall

Posted in News

Pedet en abadenn Bali Breizh !

Pedet on bet en abadenn “Bali Breizh” war France3. Ar wech kentañ oa ‘vidon mont war ur plato tv, hag ur gwir blijadur eo bet. C’hoarzhet mat em eus gant skipailh Bali Breizh, trugarez dezhe !

Fent e-leizh a vo war Bali Breizh ar sizhun-mañ gant hor c’houviad yaouank, Rodéric Halleguen.
De l’humour au programme de Bali Breizh cette semaine, avec notre jeune invité, Rodéric Halleguen

Lenn ar pennad war lec'hienn Frañs 3
Lenn ar pennad war lec’hienn Frañs 3
Posted in News

Rod Trap !

[BR] Bali Bresk : Adkavet en deus Thelo Mellhini ar ganerez millvrudet Pamela Kebarzh. E kreizig kreiz Breizh he deus divizet bevañ tost deus an natur hag ar boued bio.
[FR] Thelo Mell a retrouvé l’immense chanteuse Pamela Kebarzh. Au cœur du centre Bretagne, elle a retrouvé la sérénité grâce à la nature et à la nourriture bio.
Parodie de la séquence “Rod Trip, à la rencontre des musiciens bretons” diffusée sur France 3 Bretagne. https://www.youtube.com/playlist?list…

Posted in News

Sekred Kegin !

[BR] N’eo ket kregin Sant Jakez met kregin gant Jakez a vo keginnet evit ur rann nevez deus “sekred kegin” ispisial evit ar bloaz nevez !

[FR] Ce ne sont pas de coquilles St-Jacques mais bien des fruits de mer que vous propose Jacques pour cet épisode de “sekred kegin” (secrets de cuisine) spécial pour la nouvelle année !

Parodie de la séquence “Sekred Kegin” (secrets de cuisine) diffusée dans l’émission Bali Breizh sur France 3 Bretagne ( ex : https://youtu.be/MF3yYvBg_s4?t=37m53s)

Posted in News

20 vloaz Startijohns !

Me soñje din e oa echu gant Elenig hag ar baotred… met c’hoarvez a ra din c’hoazh kejañ gant tud a n’anavezan ket hag a c’houlenn din pegoulz e teuio ‘maez ur rann nevez… Ma, evit 20 vloaz Startijennohns e oa ret ober un dra bennak, avat !